Naoned zo kampion Frañs D1 melldroad gouezeleg!
Disadorn e oant bet trec’h war Roazhon war dachenn ar Gerzu vihan. Aozet e oa kampionadoù Bro-C’hall ‘ba Brest ar bloaz mañ. Skipailhoù o tont eus Breizh a oa war blas sur deoc’h , met ivez eus Clermont-Ferrand, Lille, Angers, Pariz hag ivez eus Tolosa. Gant skipailh Tolosa a oa c’hoarierien a orin eus Iwerzhon, evel Padrig. Souezhet bras e oa bet pa en doa klevet e oa kleuboù ar sport broadell Iwerzhon ‘ba Frañs ha ‘ba Breizh. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.